id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
28
https://br.wikipedia.org/wiki/Istor
Istor
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn). N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor. Gerda...
34
https://br.wikipedia.org/wiki/Brezhoneg
Brezhoneg
Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uh...
38
https://br.wikipedia.org/wiki/Istor%20Breizh
Istor Breizh
Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar . Goude eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh. Krouet ...
45
https://br.wikipedia.org/wiki/Mentoniezh
Mentoniezh
Termenadur Ar ventoniezh (diwar ment) pe geometriezh (gresianeg γεωμετρία ''geometra), eo skourr koshañ ar matematik gant an aritmetik. Pal ar ventoniezh elfennel eo studi ar c'heñverioù etre krommennoù, poentoù, eeunennoù, gorreennoù, ha soludoù en egor gwirion teirmentek. Ar ventoniezh en holl Mentoniezh
46
https://br.wikipedia.org/wiki/Aritmetik
Aritmetik
An aritmetik (Arithmêtikê e gregaj) pe niveroniezh eo skourr koshañ ar jedoniezh, (gant ar c'h-geometriezh). Pal an aritmetik elfennel eo studi an anterinoù, an niveroù rasional, hag ar relasionoù etrese. An aritmetik zo ur lodenn eus teorienn an niveroù : an hini a implij hentennoù'zo eus ar c'heometriezh aljebrek ha...
754
https://br.wikipedia.org/wiki/Peurunvan
Peurunvan
Ar peurunvan, pe KLTG, eo anv an doare-skrivañ savet e 1941 evit unvaniñ an doare-skrivañ KLT, savet e 1908, gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek. Istor Gant emglev 1908 e oa bet unvanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant...
755
https://br.wikipedia.org/wiki/Etrerannyezhel
Etrerannyezhel
Unan deus an doareoù skrivañ brezhoneg eo an etrerannyezhel. Ijinet e oa bet an etrerannyezhel etre 1971 ha 1974 diwar labour ur gomission. Bodet e oa bet dougerion-komz ar skritur skolveureg ha dougerion-komz ar skritur peurunvan. Implijet e vez a-wezhioù gant an ti-embann Skol Vreizh hag e-barzh al levr-deskiñ Le b...
758
https://br.wikipedia.org/wiki/Arz
Arz
Arz : (ger deveret eus al latin artum) An istor berr-ha-berr D'ar penn kentañ, ne oa an arz nemet evit tud desket-bras, tuapl anezhe da skeudenniñ kenkoulz ar bed en-dro dezhe, an traoù bevet gante, o santimantoù ha kement zo, ken ma vije levezonet ar re all gant o oberennoù. Met bremañ e vez disheñvelig an traoù, n...
759
https://br.wikipedia.org/wiki/Skolveurieg
Skolveurieg
Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh. Istor Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad ga...
762
https://br.wikipedia.org/wiki/Arkeologiezh
Arkeologiezh
Arkeologiezh, eus arkhaiologia e henc'hresianeg, savet diwar arkhaios « hen » + logia « gouiañs, skiant ». Termenadur An arkeologiezh pe henoniezh a zo unan eus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall go...
765
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver
Niver
Un niver zo un draezenn vatematik implijet da gontañ ha da vuzuliañ ; niveroù a anver « pemp, « kant seizh » , da skouer. Ur sifr a reer eus an arouezenn a dalvez da skrivañ un niver : gant ur sifr hepken ez arouezier « pemp » (""), gant tri sifr e reer evit aroueziañ « kant seizh » ("..."). En implij pemdeziek e c'h...
769
https://br.wikipedia.org/wiki/Mammout
Mammout
Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae. Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost. T...
770
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevredigezh
Kevredigezh
Kevredigezh : kev + red + igezh (quevrédiguiah e 1774) Ar c’hevredigezhioù a zo kevredadoù tud bet savet dre an arbenn ma’z eus ur berwindentis a-fed un dudi boutin kentoc’h evit ul liamm bredoniel kenetre o izili. Ar mod-se kevarzheoù micherel ha kevredadoù armerzhel, strolladoù politikel, kleuboù-sport pe bep kevre ...
771
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevarzhe%20brezelerien%20gozh
Kevarzhe brezelerien gozh
E-barzh ur c'hevarzhe brezelerien gozh e vez bodet tud (kozh peurlïesañ) o deus bet da vrezeliñ. Peurlïesañ e vez kaoz deus ar vrezelerien a zo bet soudarded anezhe e-pad ar c'hentañ pe an eil brezel-bed hag e-pad brezel Aljeria renet gant Bro-C'hall. Evit an holl vrezelioù pe dost ez eus bet tud kevredet er mod-se evi...
773
https://br.wikipedia.org/wiki/Sindikad
Sindikad
Ur sindikad zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, dizalc’h e-keñver ar Stad met anavezet ganti, ha renet gant un teskad lezennoù. Sellet a ra ouzh uniadoù micherourien, gopridi peurgetket, eo o fal difenn madoù o izili (gonidegezhioù, stad an implijañ hag al labour, darempredoù gant o c’heñvererien...). Ouzhpenn ar...
774
https://br.wikipedia.org/wiki/Aernijerezh
Aernijerezh
An aernijerezh eo teknikoù ar sevel hag ar bleinañ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an aeronaotik). An istor berr-ha-berr Gant ar sevenadurezh sinaat an hini eo bet kaset lakat ur mekanik ponneroc’h evit an aer da nijal, ar sarpantoù-nij hag ar fuzeennoù bet savet gante just a-walc’h a ray evit ur patrom a-hed pad...
781
https://br.wikipedia.org/wiki/Armerzh
Armerzh
An armerzh zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud. An ekonomiezh a zo ur skiant a studiñ mont en-dro an ekonomiezh, da lâret eo oberiantizoù ur ...
782
https://br.wikipedia.org/wiki/Douaroniezh
Douaroniezh
Ur pennad all zo diwar-benn Douaroniezh Strabon . An douaroniezh pe ar c'heografiezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ. Da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evi...
783
https://br.wikipedia.org/wiki/Ke%C3%B1vererezh
Keñvererezh
Keñvererezh : keñver + erezh (qêvererez e 1732) Ur c'heñvererezh zo ur bodad tud liammet gant traoù politikel hag armerzhel Politikerezh
786
https://br.wikipedia.org/wiki/Saoz
Saoz
Ar ger saoz a gaver e brezhoneg evel anv-kadarn, boutin pe divoutin, hag evel anv-gwan. Anv-kadarn Evit komz eus un den eus Bro-Saoz : ur Saoz (liester : Saozon), ha, dre verrdro ha dre fazi, evit komz eus un den eus Breizh-Veur ; ur Saozez eo aar stumm benel. Evit komz eus Bro-Saoz met ral a wech : bezañ en Saoz. ...
788
https://br.wikipedia.org/wiki/Gall
Gall
Tennañ a ra ar ger gall da galz a draoù : Anv boutin hag anv-bro Bro-C'hall eo anv ur vro en Europa ar c'hornôg. Gall a veze lavaret e krennvrezhoneg, hag en ur ganaouenn dastumet gant Fañch an Uhel : mont en Gall ur Gall, ur C'hallez, an anv a vez graet eus un den eus Bro-C'hall. Gallaoued el liester. ar galleg hag ...
791
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20den
Skiantoù an den
Roiñ a ra skiantoù an den da gompren e-barzh teskad ar gouiziegezhioù istorel ha ar skiant-prenañ en deus bet tapet an nen a-hed pad e istor. Div lodenn vras eus ar skiant e vez roet da welet gant skiantoù an den : An istor An douaroniezh Skiantoù an den pt:Ciências humanas
828
https://br.wikipedia.org/wiki/Politikerezh
Politikerezh
Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis...
833
https://br.wikipedia.org/wiki/Saozneg
Saozneg
Ar saozneg (English) eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ...
834
https://br.wikipedia.org/wiki/Galleg
Galleg
Adalek ar ger gallek e tegouezher amañ. Ur pennad all zo diwar-benn gallek (plant). Ar galleg zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù...
835
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh
Yezh
Ur yezh zo ur reizhiad kengehentiñ savet diwar ur c'heriaoueg hag ur yezhadur. Bez' ez eo an doare diazez ma c'hall mab-den ezteurel ster e soñjoù koulz dre gomz, dre skrid ha dre sinoù. An darn vrasañ eus ar yezhoù a c'hall bezañ skrivet evit enrollañ ha mirout o sonioù pe o sinoù. Perzh pennañ yezhoù an dud eo o lie...
836
https://br.wikipedia.org/wiki/Kerneveureg
Kerneveureg
Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg. Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an a-raok mont da get, met adalek an e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an de...
841
https://br.wikipedia.org/wiki/Kembraeg
Kembraeg
Ur yezh keltiek eus ar skourr predenek eo ar c'hembraeg. E Kembre e reer Cymraeg anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar c'herneveureg ha d'ar brezhoneg. Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 857 600 den (da lavaret eo tremen 28% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant ...
844
https://br.wikipedia.org/wiki/Outsourcing
Outsourcing
An outsourcing (saozneg outsourcing, alamanteg Outsourcing, polski outsourcing, galleg impartition...) a vez graet eus ur strategiezh nevez lakaet e plas evit an embregerezhioù bras. Ar Mennoc'h zo a-dreñv eo en aozañ gwelloc'h oen ur sipañ e holl nerzh war kalonenn micher an embregerezh hag iskevratiñ ar peurrest da s...
845
https://br.wikipedia.org/wiki/Cha%C3%B1-Mai%20Skragn
Chañ-Mai Skragn
Yann-Vari Skragn (Jean-Marie Le Scraigne en ti-kêr), graet Jañ-Mari Skragn ha Chañ-Maï Skrañgn anezhañ ivez), bet ganet d'an 2 a viz Mezheven 1920 er Fao, e parrez An Uhelgoad ha marvet eno d'an 11 a viz Kerzu 2016, a voe ur c'honter hag ur skrivagner brezhonek ha gallek. Buhez Ganet e voe e ti mererien e Kervinaoued ...
847
https://br.wikipedia.org/wiki/Neil%20Young
Neil Young
Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash & Young. E vuhez E miz C’hwevrer 1945, e oa an eil brezel-bed war-nes echuiñ. Dres d’an ampoent 'teu en-dro an isletanant Scott Young davet e vab Bob hag e wreg Edna, Rassy a ...
848
https://br.wikipedia.org/wiki/Reizhiad%20pentatonek
Reizhiad pentatonek
Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach "penta", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel. Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien. Skeul touchennoù du...
850
https://br.wikipedia.org/wiki/Emsavadeg%20spartakour
Emsavadeg spartakour
Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januaraufstand) a voe un harz-labour hollek a c'hoarvezas en Alamagn etre ar 5 hag an 12 a viz Genver 1919. Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spart...
852
https://br.wikipedia.org/wiki/Japaneg
Japaneg
Ar yezh japanek pouezusañ eo ar japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9 yezh vuiañ-komzet er bed a-bezh eo. Ar re vouzar a ra gant yezh ar sinoù japanek. Skriturioù Daou zeskad lizherennoù diforc'h a vez implijetan eil gant e...
853
https://br.wikipedia.org/wiki/Smashing%20Pumpkins
Smashing Pumpkins
Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre ...
856
https://br.wikipedia.org/wiki/Nirvana%20%28strollad%20sonerezh%29
Nirvana (strollad sonerezh)
Ur strollad rock-grunge oa Nirvana, savet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, Kurt Cobain oa e anv. Hollvrudet eo ar strollad, gant tonioù rock eus ar c'hevier, dindan zouar, er c'hardioù, punk, o skrijal mesket gant ar gitarioù skiltr leun a larsen. Bet awenet en e oad tener gant startijenn sonere...
858
https://br.wikipedia.org/wiki/Buffalo%20Springfield%20%28albom%29
Buffalo Springfield (albom)
Buffalo springfield pedavare : miz Gouere - miz Gwengolo 1966 produerien : Brian Stone ha Charles Greene ijinourien : "Doc" Siegel, Tom May studioioù enrollañ : Gold Star Studios ha Columba Studios, Los Angeles An albom kentañ gant Neil Young an hini eo. Ar produiñ n'eo ket gwall vrav. Un diouer a skiant-prenañ zo...
859
https://br.wikipedia.org/wiki/Buffalo%20Springfield%20again
Buffalo Springfield again
Buffalo Springfield Again zo anv eil albom ar sonerien a oa bet bodet da-geñver enrolladenn Buffalo Springfield hag embannet e miz Here 1967 (Atco/Atlantic). Div ganaouenn savet gant Neil Young zo a-bouez, dreist-holl : Mr. Soul ha Broken Arrow. E 2003 e oa bet ranket da 188vet gwellañ albom gant ar gelaouenn Rolling...
860
https://br.wikipedia.org/wiki/Last%20time%20around
Last time around
Last Time Around pedavare ? Miz Eost 1968 Produer : Jim Messina Ijinourien : A bep seurt lec'hiou da añrejistrañ : Sunset Sound, Los Angeles Daspunet eo bet da vat goude d'ar strollad en em zispartiañ, graet eo bet gant Richie Furay hag a-wechoù gant ar basour Jim Messina. Ne c'hell ket bezañ kontet da albom an e...
863
https://br.wikipedia.org/wiki/Tibeteg
Tibeteg
Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་སྐད་ bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal. Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort "lingua franca" e-toue...
866
https://br.wikipedia.org/wiki/Sonic%20Youth
Sonic Youth
Sonic Youth a zo ur strollad rock bet savet e New York e 1981. Alies e vez liammet o stil gant luskad ar rock dazeilat. Mont a ra Sonic Youth war-hanter gant kalz stiloù sonerezh abaoe ar bloavezhioù 1980 : da gentañ tout No wave (1981-1983), ha Hardcore (1983-1986), grunge (1989-1992), post-rock (1998-2001). Abalamour...
868
https://br.wikipedia.org/wiki/Frank%20Zappa
Frank Zappa
Frank Vincent Zappa (21 a viz Kerzu 1940 - 4 a viz Kerzu 1993) a oa ur soner rock, ur sonaozer, sevener ha flemmataer eus ar Stadoù-Unanet. En e 33 bloaz a sonerezh e voe Zappa unan eus sonerien-sonaozerien strujusañ eus e vare gant ouzhpenn 60 a bladenn enrollet gantañ en e vuhez, pep pladenn o vezañ graet pladennoù d...
869
https://br.wikipedia.org/wiki/Everybody%20Knows%20This%20Is%20Nowhere
Everybody Knows This Is Nowhere
Gant an albom-mañ, Everybody Knows This Is Nowhere, eo deut Neil Young da gavout e hent dezhañ e-unan, gant sikour laouen-diaket ar strollad rock Crazy Horse. Enrollet eo bet buan a-walc'h gant an nebeutañ "overdubbing" ma c'halled. Draskal a ra ar c'hanaouennoù gant ur sil gitar frev, ha nerzh ar yaouankiz. An div gan...
874
https://br.wikipedia.org/wiki/Relijion
Relijion
Ur relijion a vez graet eus ur reizhiad sevenadurel diazezet war boazioù, hengounioù, testennoù, lec'hioù sakr, diouganoù, selloù buhezegel, hag aozadurioù a liamm an denelezh ouzh an dreistordinal. En desped da-se n'eus ket eus un diazez skol anat eus petra a dalvez resis ur relijion. Termenadur Ar relijion a denn d...
876
https://br.wikipedia.org/wiki/Tibet
Tibet
Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget pö [pʰø̀ʔ] e rannyezh Lhasa; sinaeg ofisiel 西藏; pinyin: Xīzàng; sinaeg implijet a-wezhoù gant Tibetiz a-du gant an Dalai Lama: 吐博 Tǔbó) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik Pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies. Ra...
879
https://br.wikipedia.org/wiki/George%20Orwell
George Orwell
George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an . Ganet e oa e 1903 en India, en ur familh hanter saoz ha hanter indian. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ ...
1102
https://br.wikipedia.org/wiki/Urzhiataerezh
Urzhiataerezh
An urzhiataerezh, pe ar stlenneg, eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù. Un nebeud brezhonegerien a ra gant stlennataerezh deveret eus stlenn a dalvez evit ar reiñ da c'houzout hag an elfennoù ditour a c'heller lakaat en un urzhiataer. Med lod a ra informatik anezhañ ivez. Lod all c'hoazh a gav gwelloc'...
1103
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20Rouaned%20ha%20Duged%20Breizh
Roll Rouaned ha Duged Breizh
Hervez ar mare, rieien Breizh a oa bet rouaned ha goude Duged Breizh. Betek kreiz an XIIvet kantved, e veze graet konted eus duged Breizh gant er paperoù ofisiel, rak rouaned Bro-C'hall a selle ouzh Breizh evel ur gontelezh hepmuiken. E 1297 e teuas dugelezh Breizh da vezañ un dugelezh-pariezh, duged Breizh a oa pared ...
1105
https://br.wikipedia.org/wiki/Nevenoe
Nevenoe
Nevenoe (ha Nevenoù, Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg. Pa varvas Loeiz an Deol ...
1106
https://br.wikipedia.org/wiki/Sonio%C3%B9%20Kan%20ha%20diskan
Sonioù Kan ha diskan
An Anduilhenn Ar butun Ar C'hallez vihan Ar c'hogig yaouank An Desertour Ar paotr yaouank kozh E-barzh un enez e-kreiz ar mor Distro ar martolod D'an traoñ gant ar c'hoejoù D'ar voer da Blijedi Fransoazig pe Nozvez kentañ ma eured pe Distro ar martolod Garnizon Lannuon Konskried Sant Trifin Laret c'hwi din...
1116
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwerz
Gwerz
Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor. Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù. Gerdarzh Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad...
1119
https://br.wikipedia.org/wiki/Eliz%20Iza
Eliz Iza
Eliz Iza, pe En ti Eliz Iza, pe Elyza, ha meur a anv all c'hoazh, zo ur ganaouenn vrezhonek, eus an XIXvet kantved, hag a oa Plac’hik Eussa an anv orin anezhi pa voe embannet e 1867. Enrollet ha brudet eo bet gant ar c'hoarezed Goadeg, o devije desket anezhi pe diwar ur follenn-nij pe digant kanerien all. Kaoz zo enni...
1124
https://br.wikipedia.org/wiki/Ellen%20MacArthur
Ellen MacArthur
Ganet eo bet Ellen MacArthur d'an 8 a viz Gouere 1976 e Whatstandwell e Bro-Saoz Lakaet e oa da "voraer ar bloaz" e 1998 gant ar Royal Yachting Association Erruet e oa da eil (ha da gentañ maouez ) e-barzh ar Vendée Globe 2000/2001. Aet e oa ar maout ganti er route du Rhum d'an 23 a viz Du 2002 gant ar vag Kingfishe...
1127
https://br.wikipedia.org/wiki/Yann-Fa%C3%B1ch%20Kemener
Yann-Fañch Kemener
Yann-Fañch Kemener, ganet 7 a viz Ebrel 1957 ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 2019, a oa unan eus gwellañ kanerien hengounel a Vreizh. Kemeret en doa perzh e nevezadur ar c'han ha diskan er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper Erik Marchand dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar brezhoneg dre e...
1129
https://br.wikipedia.org/wiki/Keginerezh%20Breizh
Keginerezh Breizh
Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant danvezioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur. Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar c'h...
1130
https://br.wikipedia.org/wiki/Kegina%C3%B1
Keginañ
Ar c'heginañ eo an doare da aozañ boued evit magañ an dud. Darn a ra un arz anezhañ. Meur a bred a ra an den bemdez. Aozet e vez ar predoù-se gant ur c'heginer. Hennezh a rank dibab ha prenañ an danvezioù da aozañ ar pred da gentañ. Goude-se e labouro ganto en ur gegin gant binvioù-keginañ. Kriz e chomo ar boued na v...
1132
https://br.wikipedia.org/wiki/Lostig%20%28sin%29
Lostig (sin)
Ar lostig, pe ar zedig, pe ar cédille en galleg (eus ar spagnoleg cedilla, « "z" »-ig) a so ur sin diakritek. Istorikamant ne oa ket graet gantañ nemet dindan ur "c" o toned deus ur "c" latin staonekaet (pe a-wezhoù deus un "t"). Ar letrenn "ç"-se (« "c" zedig ») a oa distaget /ts/ d'ar mare-se. Dibaoe emà bet gwannaet...
1135
https://br.wikipedia.org/wiki/Lezenn%20evit%20lakaat%20ar%20gloer%20da%20veza%C3%B1%20keodedourien
Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien
Al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an 12 a viz Gouere 1790 gant ar Vodadenn vonreizhañ broadel c'hall (Assemblée nationale constituante) a oa he fal lakaat ("constituer") kloer Bro-C'hall da vezañ keodedourien evel ar re all, ha reiñ dezho ur statud l...
1136
https://br.wikipedia.org/wiki/Kasoni
Kasoni
Ar gasoni a zo ur fromadenn a enebouriezh pe a soñjer kreñv a-enep un den pe un dra. Gallout a ra dont anezhi ar c'hoant da dec'hout pell diouzh an dra gasaet, pe d'e zistrujañ. Kasoni a c'hell dont diwar an aon rak an dra gasaet, pe diwar efedoù fall goude bezañ bet afer gantañ. He livañ a reer alies evel kontrol da ...
1137
https://br.wikipedia.org/wiki/Mezh
Mezh
Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ: pa vez graet goap outañ, met dreist-holl dirak tud all, pa gred en deus graet un dra fall e-keñver e vetoù, e gredennoù, a-enep e dalvoudoù (politikel, relijiel) pe re ar gevredigezh. En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'e...
1138
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Doors
The Doors
The Doors a oa ur strollad rock stadunanat savet e miz Gouere 1965 e Los Angeles, Kalifornia ha divodet e 1973, daou vloaz goude marv e ganer Jim Morrison. Daoust d'e vuhez berrbad a-walc'h ez eo The doors unan eus strolladoù heverkañ istor ar rock, ha levezonet ez eus bet un toullad arzourien gant e sonerezh. Brudet-...
1139
https://br.wikipedia.org/wiki/D%C3%AFaes
Dïaes
An Dïaes so ur santimant displijus, pa ema bet gwelet pe gouezed un den oc'h ober un dra ha n'eo ked akseptabl socialamant. Tost eo deus mezh, nemed e hall un den kaoud mezh iwe gant un dra anavezet gantañ é hunan. Setu e vez komset deus an dïaes pa vez un dra nann-akseptabl ewid ar group, kentoc'h eged fall herwez a...
1140
https://br.wikipedia.org/wiki/Foar%20Nedeleg%20Ba%20Uhelgoad
Foar Nedeleg Ba Uhelgoad
Sed amañ ur gontadenn gant Chañ Maï Skragn (evel e vez skrivet gantañ) diwar-benn an Ankoù pe gentoc'h skeudenn an Ankoù war ur marc'hadour saout evit displegañ deoc'h penoas e veze gwelet a-wechoù an Ankoù gwechall e-touesk an dud. Foar Nedeleg ba Uhelgoad Amañ ar c’hî-m' ba koste Uhelgoad, amañ ‘vije diw foar bep m...
1143
https://br.wikipedia.org/wiki/Philipp%20Melanchthon
Philipp Melanchthon
Philipp Melanchthon (16 a viz C'hwevrer 1497 e Bretten, Alamagn - 19 a viz Ebrel 1560 e Wittenberg), pe Phillipp Schwarzerdt hervez e anv gwirion, oa beleg, doueoniour, lenneg, ha kelenner skol-veur ha reformatour relijiel alaman. Kenlabourer e oa da Martin Luther, ha brudet eo dreist-holl dre ma'z eo gantañ an hini e...
1144
https://br.wikipedia.org/wiki/Sranan%20Tongo
Sranan Tongo
Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam. (anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall). Ar gerioù sranang tongo ev...
1145
https://br.wikipedia.org/wiki/Pidjin
Pidjin
Ur yezh pidjin a zo ur yezh vehikular eeunaet savet diwar geriaoueg ha strukturioù ur yezh-diazez, peurliesañ ur yezh europek anezhi, en o zouez ar (saozneg, ar galleg, ar spagnoleg, ar portugaleg hag an izelvroeg dreist-holl. Gant ar yezhonourion e vez graet an diforc'h etre ar pidjinoù diouzh un tu ha kreoloù diouzh...
1146
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20vehikular
Yezh vehikular
Ur yezh vehikular, pe kedyezh, a zo un doare yezh, eeunaet alies a-walc'h, hag a dalvez evit ma c'hell tud gante meur a yezh disheñval komz kenetreze. Ar c'hontrol a vefe ur yezh vernakular, komzet gant tud ur vro. Skouerioù : Ar yezhoù implijet evit lidoù relijiel, evel ar latin, an arabeg... Ar saozneg en Indi...
1152
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20etre%20div%20lizherenn
Tired etre div lizherenn
An tired etre div lizherenn a vez implijet e meur a yezh. E saozneg E saozneg e vez lakaet un tired a-wezhioù etre div lizherenn e-kreiz ur ger, da sklaeraat ar ster : repair « dresañ, kempenn » e-kichen re-pair « pariñ en-dro » E brezhoneg E brezhoneg, gwelout : barrennig-stagañ . En doare-skrivañ brezhonek etrer...
1153
https://br.wikipedia.org/wiki/Poent%20kreiz
Poent kreiz
E katalaneg e vez lakaet ur poent kreiz (·) (katalaneg: punt volat) etre div l da ober an digramm ŀl (l·l mar skriver anezhañ gant 3 sin urzhiataerezh). Ar poent-se a vez lakaet e-kreiz al linenn, uheloc'h eget ar poent poentaouiñ normal. Implijet e vez evit merkañ an diforc'h etre : an ll, hag a vez distaget [ʎ] pe...
1166
https://br.wikipedia.org/wiki/Sent%20Breizh
Sent Breizh
Sent Breizh a vez graet eus tud, bet ganet e Breizh pe o deus bevet enni, hag o deus tapet brud vras abalamour d'o feiz katolik ha d'o deoliezh. Nebeut anezho zo bet anavezet gant an Iliz katolik roman hag an darn vrasañ a oa bet lakaet da sant pe santez gant ar bobl. Evit lod zoken n'eo ket sur e vije bet anezho erv...
1168
https://br.wikipedia.org/wiki/Poellad%20frank
Poellad frank
An dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank. Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arver...
1169
https://br.wikipedia.org/wiki/Holloueziadur
Holloueziadur
Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt. Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an ...
1172
https://br.wikipedia.org/wiki/Geriadur
Geriadur
Ur geriadur zo ul levr dave a dalvez da adkavout titouroù diwar-benn gerioù, anvioù, pe meiziadoù, renket hervez urzh al lizherenneg peurliesañ. A bep seurt geriadurioù zo. Ar geriadurioù ar muiañ anavezet eo ar geriadurioù yezh, evel Geriadur brezhoneg an Here pe geriadurioù divyezhek. Ret eo lakaat kemm etre ar geri...
1177
https://br.wikipedia.org/wiki/Osismied
Osismied
An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus pobloù galian Arvorig. Anv anezho a ra ar moraer gresian Pytheas gant an anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa Beg ar Raz pe Penmarc'h ar c'hab-se. O anv a dalv pe ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol d'ar bra...
1180
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20Ditour%20hag%20al%20Levraouego%C3%B9
Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù
Graet e vez gant Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù (SDL) eus an holl anaoudegezhioù hag ar chemoù hag e tle bezañ meret gant an dud karget gant ul levraoueg pe gant un greizenn-ditouriñ. Savet eo bet al lavarenn diwar a saozneg "Library and Information Science" (LIS). Meur a dalvegezhioù a zo dindan al talbenn peo...
1182
https://br.wikipedia.org/wiki/Levr
Levr
Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh. Petra eo ul levr? Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h. H...
1185
https://br.wikipedia.org/wiki/Weneted
Weneted
Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a ra o ziriad kozh gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui. Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin). Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia pena...
1186
https://br.wikipedia.org/wiki/Pinyin
Pinyin
Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg "distagañ ar sonioù". Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : "dista...
1188
https://br.wikipedia.org/wiki/ISBN
ISBN
ISBN (International Standard Book Number, "niverenn levr reolatet etrebroadel" zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe 1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet. Evit eeunaat ar c'heñveriañ dre urzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzhe...
1189
https://br.wikipedia.org/wiki/Unicode
Unicode
Ur standard er stlenneg eo Unicode ®, bet savet gant Unicode Consortium e Mountain View (Kalifornia) hag embannet e 1991 evit ar wezh kentañ a-benn kemer lec'h ar c'hodoù evel ISO 8859-1, pa oa meur a hini anezho evit meur a rumm yezh. Unicode a ro da bep arouezenn e ne vern peseurt reizhiad doare-skrivañ, un niver, u...
1191
https://br.wikipedia.org/wiki/ISO
ISO
An ISO (Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ pe e saozneg International organization for standardization) a zo un aozadur gant dileuridi aozadurioù ar reolatañ e pep stad hag he fal a zo embann reoladoù etrebroadel evit ar c'henwerzh hag ar greanterezh. Emañ sekretourva kreiz an ISO e Jeneva e Suis. Reiñ harp a ra da b...
1196
https://br.wikipedia.org/wiki/Levraoueg
Levraoueg
Ul levraoueg zo un dastumad levrioù hag ul lec'h ma tastumer anezho. Savet eo ar ger levraoueg diwar ar ger levr gant an dibenn -aoueg, ul lostger hag a dalvez ez eus ur c'hementad bras eus ar penngef meneget. Istor berr al levraouegoù E kerz un den prevez e c'hell bezañ ul levraoueg, met kalz anezho a zo paeet ha me...
1197
https://br.wikipedia.org/wiki/Georges%20Brassens
Georges Brassens
Georges Brassens, ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Seta (Cette a veze skrivet neuze), e Bro-C'hall, ha marvet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km en Norzh da gêr Montpelhièr, zo ur sonaozer-kaner gall, savet gantañ ur bern kanaouennoù. Buhez Ober a ra e studi e lise Sète, daoust da baourentez e dud p...
1199
https://br.wikipedia.org/wiki/ISO%208859
ISO 8859
ISO 8859, pe formelloc'h ISO/CEI 8859, a zo un norm eus an ISO hag eus ar CEI war-un-dro, evit kodiñ arouezennoù war 8 bit a-benn tretiñ testennoù dre an informatik. Ar standard a zo rannet etre 15 isstandard, eus an ISO/CEI 8859-1 betek an ISO/CEI 8859-16. Pal Ma'z eus a-walc'h gant an 96 arouezenn moullapl eus an A...
1206
https://br.wikipedia.org/wiki/Sinema
Sinema
Ar sinema, ijinet gant Auguste ha Louis Lumière e fin an , a zo un arz hag a denn d'ar gweled, met gant ar son ouzhpennet d'ar skeudennoù fiñvus e-kreiz ar bloavezhioù 1920, eo deuet da vezañ arz ar c'hleweled ivez. P'eo ar sinema unan eus an diduamantoù prizietañ er bed a-bezh eo abeg ur greanterezh eus ar re c'hallou...
1207
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20boud
Tired boud
An tired boud a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin. b̀ d̀ f̀ h̀ j̀ m̀ p̀ q̀ v̀ ẁ x̀ e galleg e sinifi emañ digor ar vogalenn "e" en italianeg e verk ar pouez-mouezh, pa vez direizh : libertà, virtù, caffè e katalaneg e verk ur vogalenn lemm ha pouezmouezhiet : català, enciclopèdia, història... e gouezel...
1210
https://br.wikipedia.org/wiki/Mouezh
Mouezh
Mouezh a c'hell bezañ : Mouezh a zo evit mouezh an Den : ur perzh dezhañ evit kas sonoù gant e genoù. Astennet e vez dre skeudenn da anevaled ha da draou a c'hell eztaoliñ ur son bennak. Mouezh a zo evit ar pezh a ra an den pa implij e vouezh evit an arzoù : talvezout a ra evit arz ar mouezh Mouezh a zo evit komz eu...
1211
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20lemm
Tired lemm
An tired lemm a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin. á é í ó ú Hervez al langaj e c'hall sinifïañ meur a dra : merkañ emañ serr ur vogalenn (galleg...) ... pe ar c'hontrol : merkañ emañ digor (portugaleg pelé, klevet evel ar galleg pélè) merkañ emañ hir ur vogalenn (iwerzhoneg...) merkañ an ton-mouezh w...
1218
https://br.wikipedia.org/wiki/Management
Management
Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus un aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel), o lakaat e pleustr ur strategiezh evit tizhout palioù. Ur manager a vez graet eus un den a ra war...
1219
https://br.wikipedia.org/wiki/Doare-lennegezh
Doare-lennegezh
Un oberenn lennegel bennak a vez klenket atav en ur rumm hervez an doare-lennegezh meret gant an oberour. Renkañ al levrioù hervez o doareoù-lennegezh ne c'hell ket bezañ graet hep klask termeniñ an doare krouiñ hag ar stumm lennegel a intenter diwar o lenn, evit heñchañ an danvez-lennerien. Ober ar renkadur-se zo lo...
1251
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20skrivagnerien%20Skol%20Walarn
Roll skrivagnerien Skol Walarn
Er bloaz 1925 e voe krouet Gwalarn evel stagadenn lennegel trimiziek da Vreiz Atao hag a oa er mare-se kelaouenn viziek ar Strollad emrener Breiz. E korf ar bloavezh 1926 e oa deuet da vezañ ur gelaouenn distag. A-benn 1930 e teuas ingal bep miz betek 1944. Meur a skrivagner a skrivas e-barzh dindan renerezh Roparz Hem...
1254
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20skrivagnerien%20Emgleo%20Breiz
Roll skrivagnerien Emgleo Breiz
E 1946, un nebeud a dud, an darnvuiañ anezhe mistri-skol kar-o-yezh hag o doa kemeret perzh er "Rezistañs", pe er stourm a-enep an Alamaned, a oa bet aotreet gant an Deskadurezh Vroadel da zerc'hel ur c'hamp-hañv e Gwaien. Da c'houde, ar strollad-se a grouas an Entente culturelle bretonne, "Emgleo Breiz". E 1955 e te...
1259
https://br.wikipedia.org/wiki/Lennegezh
Lennegezh
Lenn... Orin ar ger ha sterioù Etimologiezh Ar meneg kentañ eus ar ger, skrivet lennégez, a gaver e geriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg, adembannet gant Kervarker e 1850. Savet eo diwar lenn, deuet eus ar ger latin legendum : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh. Termenadur Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha s...
1261
https://br.wikipedia.org/wiki/Kontadenn
Kontadenn
Stumm, orin ha rummata Ur gontadenn a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn. En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet. Gerioù damheñvel o ster Se zo kaoz e vez graet a-wechoù gant ar ger marvailh (eus ...
1262
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20izili%20ar%20Seiz%20Breur
Roll izili ar Seiz Breur
Eus 1923 betek 1947 en em vodas en Unvaniez ar Seiz Breur un tri-ugentad a arzourien, brezhon pe get, evit difenn mennozh un arz breizhek koulz modern ha hengounel. Ar roll-mañ a ziskouez an arzourien hag an izili all hag a voe degemeret ez-ofisiel. Arz breizhek Emsaverien Breizh
1263
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20ar%20rollo%C3%B9
Roll ar rolloù
Sellout ouzh an holl rolloù hag an taolennoù (da c'hortoz ma vezint bodet a-is). Hollegezhioù Roll ar berradurioù Roll an dud arroudennet Roll riezoù ar Bed Da vezañ renket Roll an arrebeuri Breizh Arz 20vet kantved Roll izili ar Seiz Breur Brezhoneg ha yezhoniezh ar brezhoneg Roll yezhourien ar brezh...
1264
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20riezo%C3%B9%20ar%20Bed
Roll riezoù ar Bed
• Sellit ouzh ar :Rummad:Stadoù ar Bed ivez. 192 riez (pe stad dizalc'h), anavezet o dizalc'hded peurvuiañ Ar roll-mañ a zo diazezet war roll Geriadur brezhoneg An Here (2001). A Afghanistan - Alamagn - Albania - Aljeria - Andorra - Angola - Antigua-ha-Barbuda - Arabia Saoudat - Arc'hantina - Armenia - Aod an Olif...
1273
https://br.wikipedia.org/wiki/Rouantelezh%20Unanet
Rouantelezh Unanet
Rouantelezh Unanet a vez lavaret alies eus Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, er gwalarn da douar-bras Europa, met re all zo en istor Breizh-Veur Rouantelezh Unanet Breizh-Veur (1707–1801) Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon (1801–1927) Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon (1927–k...
1274
https://br.wikipedia.org/wiki/Stado%C3%B9%20Unanet
Stadoù Unanet
An anv «Stadoù Unanet» pe «Stadoù-Unanet» hag a vez graet eus Stadoù-Unanet Amerika peurvuiañ, dre 'n abeg d'an istor ha d'o fouez ekonomikel, a vez graet ivez eus stadoù kevredet arall. Broioù Broioù a vremañ Stadoù-Unanet Amerika, pe United States of America en saozneg, hervez Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika abao...
1275
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20al%20livourien%20e%20Breizh%20en%20XXvet%20kantved
Roll al livourien e Breizh en XXvet kantved
Anv al livourien o deus labouret e Breizh en . B Henri Barnoin Jean Bazaine Adolphe-Marie Beaufrère Eugène Béjot Pierre de Belay Émile Bernard Edmond Bertreux Paul Bloas Bernard Buffet Camille Bryen C Renée Carpentier-Wintz Jean-Claude Carsuzan Henry Cheffer Marie-Renée Chevallier-Kervern Jean Chièze P E Clairin Mich...